Father Ted

Father Ted a zo un heuliadenn-skinwel, ur sitcom anezhi, krouet gant Hat Trick Productions evit ar chadenn saoz Channel 4 ha skrivet gant Arthur Mathews ha Graham Linehan. Skignet e voe tri rummad hag ur filmig ispisial adalek ar 21añ a viz Ebrel 1995 betek ar 1añ a viz Mae 1998. An dudenn bennañ, ar beleg katolik iwerzhonat Father Ted Crilly, a oa c'hoariet gant Dermot Morgan. Lec'hiet e oa an heuliadenn en enezenn ijinet Craggy Island e kornôg Iwerzhon. Taolenniñ a ra ar filmoù buhez Ted hag a vignoned beleien, Father Dougal McGuire (Ardal O'Hanlon) ha Father Jack Hackett (Frank Kelly), harluet en enezenn, hag a chom asambls e ti ar barrez, gant ar bevare dudenn, karabasenn Doyle (Pauline McLynn).

25 film a zo en heuliadenn. 6 film a zo er rummad kentañ, 10 en eil rummad. Ur film ispisial da geñver Nedeleg a zo war-lerc'h, A Christmassy Ted, ha goude-se un trede rummad, 8 film ennañ. Mervel a reas Dermot Morgan dic'hortoz-kaer d'an 28 a viz C'hwevrer 1998 d'an oad a 45 bloaz, un deiz goude ma oa echu filmañ ar film diwezhañ. N'eus bet graet film all ebet, ha disklêriet o deus ar skrivagnerien e oa an trede rummad da vezañ an hini diwezhañ, zoken a-raok marv Morgan.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy